Emgann Saint-Quentin (1557)

Hent dug Savoia da seziz St-Quentin

En Emgann Saint-Quentin d'an 10 a viz Eost 1557 e voe trec'h ar Spagnoled, kaset gant Emanuele Filiberto Savoia, Dug Savoia ha pennletanant roue Spagn, Felipe II, war arme c'hall ar roue gall Herri II, dindan urzhioù ar c'honestabl Anne de Montmorency (1493-1567). Difennet e oa kêr Saint-Quentin gant Gaspard de Coligny ha 500 soudard e-pad seitek devezh.

Drastus e voe niver an dud lazhet e tu ar C'hallaoued, gant 10 000 kollet (3000 lazhet ha 7000 prizoniet) ha betek 14 000 zoken, hervez lod istorourien, diwar un hollad a 26 000. Evit o enebourien ne oa bet kollet nemet etre 400 ha 1000 soudard, diwar un hollad a 67 000, betek 87 000.

Kemeret e voe kêr gant ar Spagnoled, digor dezho an hent da Bariz met ne glaskas ket arme Felipe II, 60 000 soudard enni, mont da gemer kêr-benn ar rouaned c'hall.



© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search